Ur yezh finnek-ougrek eus skourr ar yezhoù finnek eo an estoneg (eesti keel) komzet gant 1,1 milion a dud en Estonia. Ur yezh kar eo an estoneg d'ar finneg. Levezonet eo bet an estoneg gant an alamaneg e pep keñver. Skrivet e vez an estoneg gant al lizherenneg latin hep al lizherennoù c, q, w, x, y, (implijet evit gerioù o tont eus yezhoù all nemetken, ha gant un nebeut lizherennoù ispisial ouzhpenn: š, ž, ä, ö, ü, hag õ (LFE/ɤ/). Ur yezh daspegel eo an estoneg, evel an holl yezhoù finnek-ougrek, ha meur a gas a vez implijet ivez. Evit ar pezh a sell eus ar fonologiezh e c'hell ur vogalenn bezañ berr, hir pe hir-tre. |
About us|Jobs|Help|Disclaimer|Advertising services|Contact us|Sign in|Website map|Search|
GMT+8, 2015-9-11 20:12 , Processed in 0.269371 second(s), 16 queries .